Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.
Adlezenn 16:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ ec'h aberzhi ar Pask, d'abardaez, adalek ma vo kuzhet an heol, d'an ampoent ma'z aes kuit eus an Ejipt. |
Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.
d'an eil miz, d'ar pevarzekvet deiz, etre an daou abardaez, e tebrint anezhañ gant bara hep goell ha louzoù c'hwerv,
D'ar pevarzekvet deiz eus ar miz-se, etre an daou abardaez, e lidot anezhañ d'an amzer dereat; e lidañ a reot hervez e holl reolennoù hag e holl lezennoù.
met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.
Ne c'helli ket aberzhiñ ar Pask en ur gêr bennak eus al lec'hioù a roio dit an AOTROU da Zoue,
rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.