Met d'ar seizhvet e lakai anezhañ da ehanañ hag e lezi anezhañ da ziskuizhañ. Peorien da bobl a zebro e frouezh ha loened ar parkeier a zebro ar pezh a vano. Ober a ri an hevelep tra da'z kwinienn ha da'z olivezeg.
Adlezenn 15:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Peorien e vo dalc'hmat er vro, setu perak e roan dit ar gourc'hemenn-mañ hag e lavaran dit: digeriñ a ri da zorn da'z preur, d'ar paour ha d'an ezhommeg a vo ez pro. |
Met d'ar seizhvet e lakai anezhañ da ehanañ hag e lezi anezhañ da ziskuizhañ. Peorien da bobl a zebro e frouezh ha loened ar parkeier a zebro ar pezh a vano. Ober a ri an hevelep tra da'z kwinienn ha da'z olivezeg.
An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.
na wallgas den, a ro d'an dleour e c'houestl en-dro, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,
Ro d’an neb a c’houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.
Rak c’hwi ho po atav peorien ganeoc’h ha bep gwech ma c’hoantaot e c’hellot ober vat dezho, met n’ho po ket atav ac’hanon.
Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket.
Gwerzhañ a raent o zraoù hag o madoù, hag e lodennent anezho d’an holl, hervez an ezhomm en doa pep hini.
Pa vo unan eus da vreudeur paour ez kreiz, e-barzh da zorojoù, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne galetai ket da galon ha ne serri ket da zorn e-keñver da vreur paour,
met e tigeri frank da zorn dezhañ, hag e presti dezhañ ar pezh en devo ezhomm, ar pezh a vanko dezhañ.