Gouzout a rez n'en doa ket gellet David va zad sevel un ti da anv an AOTROU e Zoue, en abeg d'ar brezel graet gant e enebourien en-dro dezhañ a bep tu, ken n'en defe o lakaet an AOTROU dindan e dreid.
Adlezenn 14:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar c'harv, ar c'hazelenn, an demm, ar c'hragvouc'h, an heizez, ar bual, ar yourc'h. |
Gouzout a rez n'en doa ket gellet David va zad sevel un ti da anv an AOTROU e Zoue, en abeg d'ar brezel graet gant e enebourien en-dro dezhañ a bep tu, ken n'en defe o lakaet an AOTROU dindan e dreid.
Ha gouzout a rez ar c'houlz ma c'han ar givri-menez? Hag ec'h eus arsellet pegoulz e kolen an heizezed?
Da vibien a zo semplet, gourvezet e korn pep straed, evel un antilopenn tapet en ur roued, bec'hiet gant kounnar an AOTROU, gant rebechoù da Zoue.
Koulskoude, hervez c'hoantoù da ene, e c'helli lazhañ ha debriñ kig e-barzh da zorojoù, hervez ar vennozh en devo roet dit an AOTROU da Zoue. An hini dic'hlan hag an hini glan a zebro, evel ma vez debret ar c'hazelenn pe ar c'harv.
O debriñ a ri evel ma vez debret ar c'hazelenn pe ar c'harv, an hini dic'hlan hag an hini glan o debro.
Kement loen a zo faoutet e garn, forc'hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot.