Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c’hwi a lavar penaos al lec’h e pelec’h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem.
Adlezenn 11:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P'en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ, e tisklêri ar vennozh war Venez Gerizim hag ar vallozh war Venez Ebal. |
Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c’hwi a lavar penaos al lec’h e pelec’h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem.
Pa ho po tremenet ar Jordan, e savot ar vein-se a c'hourc'hemennan deoc'h hiziv war Venez Ebal, hag e lifri anezho gant raz.
Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war-lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoù Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!