An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
3 Yann 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An holl, hag ar wirionez hec’h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An holl, hag ar wirionez he‐unan, a ro testeni vad da Zemetrius; ni hon‐unan a ro ive an destenize dezhan, ha c’houi a oar penaos hon testeni a zo gwirion. |
An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da’z kerc’hat d’e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ.
Un den anvet Ananiaz, un den a zoujañs Doue hervez al lezenn, a voe roet dezhañ un testeni mat gant an holl Yuzevien a chome eno,
Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se.
evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n’ho po ezhomm eus tra ebet.
Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul.
Hag e respontjont: Ne'c'h eus ket graet gaou ouzhimp, ne'c'h eus ket hor gwasket, ne'c'h eus kemeret netra eus dorn den.