Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Red eo ive hen defe testeni vad digant ar re a‐ziaveaz, gant aoun ne gwezfe, en dismegans hag en pech an diaoul.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 3:7
21 Referencias Cruzadas  

Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,


Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da’z kerc’hat d’e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ.


Un den anvet Ananiaz, un den a zoujañs Doue hervez al lezenn, a voe roet dezhañ un testeni mat gant an holl Yuzevien a chome eno,


Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se.


Na roit ket da gavout tamall, na d’ar Yuzevien, na d’ar C’hresianed, na da Iliz Doue,


Petra am eus eta da varn re an diavaez? Ha n’hoc’h eus ket da varn re an diabarzh?


Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,


o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud.


En em renit gant furnez e-keñver ar re a-ziavaez, o tasprenañ an amzer.


evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n’ho po ezhomm eus tra ebet.


En em virit diouzh pep doare a zroug.


Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.


Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,


Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c’hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.


ha ma’z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc’h anezho ereet ha dindan e volontez.


bezañ diazez, diorged, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o ezhec’h, evit na vo ket droukkomzet a-enep ger Doue.


en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.


An holl, hag ar wirionez hec’h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion.


Na rit ket an traoù-se, va mibien. Ar vrud a glevan n'eo ket mat, lakaat a rit da bec'hiñ pobl an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos