Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Arabat eo e vez nevez convertisset, gant aoun, o veza c’houezet gant an ourgouil, na deufe da gweza e condaonation an diaoul.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 3:6
24 Referencias Cruzadas  

Skoet ec'h eus kalet war Edom, ha da galon a zo en em c'hwezet. Laouena gant da c'hloar ha chom ez ti. Perak e krogfes gant un embregadenn fall ma kouezhfes drezi, ha Juda ganit?


Met pa voe deuet galloudek, ez eo savet e galon evit e goll, hag e pec'has a-enep an AOTROU e Zoue. Mont a reas da dempl an AOTROU evit lakaat da vogediñ war aoter an ezañs.


Met Ezekiaz ne voe ket anaoudek eus ar vadelezh en doa resevet, rak e galon a savas. Hag e voe kounnar a-enep dezhañ, hag a-enep Juda ha Jeruzalem.


A-raok an distruj, kalon an den en em sav, met an izelegezh a ziaraog ar c'hloar.


Lorc'h an den a izela anezhañ, met an hini a zo izel a spered en devo gloar.


Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,


Goude bezañ trec'het ar maread, e galon a c'hwezo. Lakaat a raio milieroù da gouezhañ, met ne vo ket kreñvaet a gement-se.


Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc’hedenn.


Breudeur, ne’m eus ket gallet komz deoc’h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.


E-keñver an traoù aberzhet d’an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c’hwez, met ar garantez a sav.


Ha gant aon n’en em c’hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c’hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c’hrabanata, evit n’en em uhelafen ket.


E galon ne savo ket dreist e vreudeur, ha ne zistroio ket eus ar gourc'hemennoù nag a-zehou nag a-gleiz, evit ma vo hiraet e zeizioù en e rouantelezh, dezhañ ha d'e vibien, e-touez Israel.


ra n'en em uhelaio ket da galon, ra n'ankounac'hai ket an AOTROU da Zoue en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh,


Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul.


c’hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez’ en deus ar c’hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac’hane e teu ar c’hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,


treitour, taer, c’hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc’h eget Doue,


c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,


En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos