3 Yann 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An henaour, da C’haiuz ar c’haret-mat, a garan er wirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An Ancien, da Gaïus, ar muia‐karet, pehini a garan er wirionez. |
Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d’an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol.
Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia.
Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac’hanoc’h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac’hanoc’h.
Trugarekaat a ran Doue abalamour ma ne’m eus badezet hini ac’hanoc’h, nemet Krispuz ha Gaiuz,
Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:
Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.
Karet-mat, pediñ a ran e vleugnfes e-keñver an holl draoù hag e vefes e yec’hed mat, evel ma’z emañ da ene o vleuniañ.