La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




2 Yann 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ha amañ emañ ar garantez: ma kerzhimp hervez e c’hourc’hemennoù. Kement-se eo ar gourc’hemenn, evel ma hoc’h eus e glevet adalek ar penn-kentañ evit ma kerzhot ennañ.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag ar garantez eo ma valeimp hervez he c’hourc’hemenou. Hennes eo ar gourc’hemen, evel ma hoc’h euz hen klevet adaleg ar pen‐kenta, evit ma valeot enhan.

Ver Capítulo



2 Yann 1:6
14 Referencias Cruzadas  

Mar karit ac’hanon, mirit va gourc’hemennoù.


An hini en deus va gourc’hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac’hanon. Hag an hini a gar ac’hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ.


Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac’hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d’e gavout hag e raimp hor chomlec’h gantañ.


Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.


C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h.


Mont a reot war-lerc'h an AOTROU ho Toue hag e toujot anezhañ. Mirout a reot e c'hourc'hemennoù hag e sentot ouzh e vouezh, servijañ a reot anezhañ hag en em stagot outañ.


Ra chomo ennoc’h eta ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc’h ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c’hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.


Met evit an hini a vir e c’her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec’h ouzomp emaomp ennañ.


Breudeur, ne skrivan ket deoc’h ur gourc’hemenn nevez, met ur gourc’hemenn kozh hoc’h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc’hemenn kozh-se, eo ar ger hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ.


Ha mar gouzomp e selaou ac’hanomp petra bennak a c’houlennomp, ec’h ouzomp hon eus dija ar pezh hon eus goulennet digantañ.


Rak kement-mañ eo karantez Doue: ma virimp e c’hourc’hemennoù. Hag e c’hourc’hemennoù n’int ket diaes,


Ha bremañ, Itron, e pedan ac’hanout, nann evel ma skrivfen dit ur gourc’hemenn nevez met an hini hon eus bet adalek ar penn-kentañ, ma en em garimp an eil egile.