Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.
2 Samuel 7:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E pep lec'h ma em eus kerzhet gant holl vibien Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus meuriadoù Israel, d'ar re em boa gourc'hemennet dezho peuriñ va fobl Israel, o lavarout: Perak n'hoc'h eus ket savet din un ti sedrez? |
Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.
Diagent zoken, pa oa Saül roue, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU da Zoue en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn va fobl Israel.
E pep lec'h ma em eus kerzhet gant holl Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus barnerien Israel am boa gourc'hemennet dezho peuriñ va fobl, o lavarout: Perak n'hoc'h eus ket savet din un ti?
Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.
Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?
Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.
Hag e roin deoc'h mêsaerien hervez va c'halon, a beuro ac'hanoc'h gant anaoudegezh ha poell.
Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d'ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vêsaerien peuriñ an tropell?
Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.
Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.
Ha te, Betlehem, douar Juda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac’hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.
o krial: Tud a Israel, sikourit ac’hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec’h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec’h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec’h santel-mañ.
Rak an AOTROU da Zoue a gerzh e-kreiz da gamp evit da zieubiñ hag evit reiñ da enebourien dit; ra vo da gamp eta santel, gant aon na welfe ennout un dra bennak dic'hlan ha na zistroio diouzhit.
Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet: