Juda a respontas: An den-se en deus lavaret kreñv deomp: Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc'h.
2 Samuel 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e respontas: Mat eo! Ober a rin emglev ganit; un dra hepken a c'houlennan ouzhit: ne weli ket va dremm ken na'z po da gentañ degaset din Mikal merc'h Saül, pa zeui da'm gwelout. |
Juda a respontas: An den-se en deus lavaret kreñv deomp: Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc'h.
Lavaret ez poa da'z servijerien: Ma ne ziskenn ket ho preur ganeoc'h, ne welot ken va dremm.
Lavarout a rejomp: Ne c'hellomp ket mont di. Met mar bez hor breur yaouankañ ganeomp, e tiskennimp, rak ne c'hellomp ket gwelout dremm an den-se ma n'eo ket hor breur yaouankañ ganeomp.
Abner a gasas eta kannaded da gavout David, evit lavarout dezhañ eus e berzh: Da biv eo ar vro? Hag evit lavarout ivez: Gra emglev ganin, ha setu, va dorn a vo ganit, evit dastum davedout holl Israel.
Evel ma teue arc'h emglev an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.