Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Neuze e kasas David kannaded da Ishboshed mab Saül evit lavarout dezhañ: Ro din va gwreg Mikal am eus dimezet dezhi evit kant pod-mezenn Filistined.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 3:14
7 Referencias Cruzadas  

Daou-ugent vloaz e oa Ishboshed mab Saül pa zeuas da roue war Israel, hag e renas daou vloaz. Ti Juda hepken a heulie David.


Ishboshed a gasas d'he c'hemer digant he fried Paltiel mab Laish.


Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.


Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c’hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.


Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined.


David a savas hag a yeas gant e dud, hag e skojont war daou c'hant den eus ar Filistined. Hag e tegasas o fodoù-mezenn, hag o roas niveret mat d'ar roue, evit ma vefe mab-kaer d'ar roue. Saül a roas dezhañ eta e verc'h Mikal da wreg.


Rak Saül en doa roet e verc'h Mikal gwreg David da Balti mab Laish eus Gallim.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos