Saül ha Jonatan, hegarat ha plijus en o buhez, n'int ket bet disrannet en o marv. Skañvoc'h e oant eget an erered, ha nerzhusoc'h eget al leoned.
2 Samuel 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skañv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioù. |
Saül ha Jonatan, hegarat ha plijus en o buhez, n'int ket bet disrannet en o marv. Skañvoc'h e oant eget an erered, ha nerzhusoc'h eget al leoned.
a ro da'm zreid da vezañ heñvel ouzh re an heizezed, a laka ac'hanon war va uheldirioù,
A-hend-all, gouzout a rez ar pezh an deus graet din Joab mab Zeruja, ar pezh en deus graet da zaou benn eus arme Israel, da Abner mab Ner ha da Amasa mab Jeter, en deus lazhet o skuilhañ er peoc'h gwad ar brezel, hag o lakaat gwad ar brezel war e c'houriz en doa en-dro d'e zivgroazell ha war ar botoù en doa ouzh e dreid.
A-douez ar C'hadiz, tud kadarn en em dennas e-kichen David d'ar c'hreñvlec'h er gouelec'h, tud a vrezel evit an emgann, ampart da embregañ ar skoed hag ar goaf, heñvel o dremmoù ouzh dremmoù leoned, herrek evel gazeled war ar menezioù:
Ar pevare, evit ar pevare miz, a oa Asael breur Joab, ha Zebadia e vab war e lerc'h; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.
Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.
A-raok ma c'hwezh avel an deiz ha ma tec'h kuit ar skeudennoù, deus en-dro, va muiañ-karet, bez evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez war ar menezioù Beter.
Tec'h kuit, va muiañ-karet, evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez, war menezioù al louzoù-frondus.
An den prim ne c'hello ket tec'hout, an hini kreñv ne gavo ket e nerzh, an hini kalonek ne saveteo ket e vuhez,
An AOTROU, an Aotrou eo va nerzh, lakaat a ra va zreid heñvel ouzh re ar c'harvezed, hag e ra din en em zerc'hel war an uhelder. D'ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin.
David a gomzas da Akimelek an Hitit ha da Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag a lavaras: Piv a ziskenno ganin da gavout Saül d'ar c'hamp? Hag Abishai a respontas: Me a ziskenno ganit.