2 Samuel 17:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lakain an holl bobl da zistreiñ ouzhit: an den a glaskez a dalvez kement ha distro an holl ouzhit, hag evel-se an holl bobl a vo e peoc'h. |
Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h.
Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.