Kasit unan ac'hanoc'h ha ra zegaso ho preur, ha c'hwi, chomit prizonidi amañ. Ra vo amprouet ho komzoù evit gwelout hag emañ ar wirionez ganeoc'h. Anez, dre vuhez Faraon, spierien oc'h.
2 Samuel 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met pennoù mibien Ammon a lavaras da Hanun o aotrou: Ha soñjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriñ da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiñ kêr, hag he spiañ, hag he distrujañ, e tegas David e servijerien da'z kavout? |
Kasit unan ac'hanoc'h ha ra zegaso ho preur, ha c'hwi, chomit prizonidi amañ. Ra vo amprouet ho komzoù evit gwelout hag emañ ar wirionez ganeoc'h. Anez, dre vuhez Faraon, spierien oc'h.
Jozef a soñjas en huñvreoù en doa bet diwar o fenn hag e lavaras: Spierien oc'h, deuet oc'h evit gwelout lec'hioù dinerzh ar vro.
Anavezout a rez Abner mab Ner: deuet eo evit da douellañ, evit anavezout da zoareoù hag evit gouzout kement a rez.
Met pennoù mibien Ammon a lavaras da Hanun: Ha soñjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriñ da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiñ, distrujañ ha spiañ ar vro ez eo deuet e servijerien da'z kavout?
digareziñ a ra pep tra, krediñ a ra pep tra, esperout a ra pep tra, gouzañv a ra pep tra.