An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.
2 Samuel 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O sellout a-dreñv dezhañ, em gwelas hag em galvas. Hag e respontis: Setu-me amañ. |
An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.
Pa voe deuet Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, da gavout David, e kouezhas war e zremm, hag e stouas. David a lavaras: Mefiboshed! Hag e respontas: Da servijer!
Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c'has-me!
Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!
Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.