Merc'hed Israel, gouelit war Saül, eñ hag ho kwiske a ruz-moug en dudi, hag ho lakae da zougen bravigoù aour war ho tilhad.
2 Samuel 1:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül ha Jonatan, hegarat ha plijus en o buhez, n'int ket bet disrannet en o marv. Skañvoc'h e oant eget an erered, ha nerzhusoc'h eget al leoned. |
Merc'hed Israel, gouelit war Saül, eñ hag ho kwiske a ruz-moug en dudi, hag ho lakae da zougen bravigoù aour war ho tilhad.
Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skañv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioù.
Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Skeiñ a reas war zaou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.
A-douez ar C'hadiz, tud kadarn en em dennas e-kichen David d'ar c'hreñvlec'h er gouelec'h, tud a vrezel evit an emgann, ampart da embregañ ar skoed hag ar goaf, heñvel o dremmoù ouzh dremmoù leoned, herrek evel gazeled war ar menezioù:
E staon a zo leun a zouster, ha kement a zo ennañ a zo karantezus. Evel-se eo va muiañ-karet, evel-se eo va mignon, merc'hed Jeruzalem!
Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!
Hon heskinerien a oa skañvoc'h eget erered an neñvoù, redet o deus war hol lerc'h war ar menezioù, ha stegnet o deus pechoù deomp er gouelec'h.
An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,
Tud kêr a lavaras dezhañ d'ar seizhvet deiz, a-raok ma voe kuzhet an heol: Petra 'zo c'hwekoc'h eget mel, ha petra 'zo kreñvoc'h eget ul leon? Hag e lavaras dezho: Ma n'ho pije ket aret gant va annoar, n'ho pije ket kavet va divinadell.
P'en doe echuet David da gomz ouzh Saül, ene Jonatan a voe ereet da ene David, ha Jonatan en karas evel e ene.
Eñ a lavaras dezhañ: N'eo ket! Ne varvi ket. Setu, ne ra va zad netra, na bras na bihan, hep henn lavarout din. Perak e kuzhfe va zad ouzhin an dra-mañ? N'emañ ket evel-se.