Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 20:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Eñ a lavaras dezhañ: N'eo ket! Ne varvi ket. Setu, ne ra va zad netra, na bras na bihan, hep henn lavarout din. Perak e kuzhfe va zad ouzhin an dra-mañ? N'emañ ket evel-se.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 20:2
14 Referencias Cruzadas  

Respont a rejont dezhañ: Perak e komz va mestr evel-se? Pell diouzh da servijerien ar soñj d'ober un hevelep tra.


AOTROU va Doue, kresket ec'h eus da vurzhudoù ha da soñjoù en hor c'heñver, nikun ne c'hell bezañ keñveriet ouzhit. Ha fellout a ra din o embann hag o lavarout? Re niverus ez int da vezañ kontet.


An hini a rann gant ul laer a gasa e ene, klevout a ra al le a vallozh ha ne zisklêr netra.


An Aotrou AOTROU en deus digoret va skouarn, ha ne'm eus ket enebet, ne'm eus ket kilet en a-dreñv.


Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c’hoarvezo ket-se!


N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.


rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.


Pell diouzhimp dispac'hañ a-enep an AOTROU pe en em zistreiñ hiziv diouzh lerc'h an AOTROU , en ur sevel un aoter evit loskaberzhoù, donezonoù pe aberzhoù, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue a zo dirak e dabernakl!


Neuze ar bobl a respontas: Pell diouzhimp ar soñj da zilezel an AOTROU evit servijañ doueoù all!


Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.


David a dec'has eus Najod e-kichen Rama hag a zeuas da gavout Jonatan, hag e lavaras dirazañ: Petra am eus graet, pehini eo va direizhder, pehini eo va fec'hed dirak da dad, ma klask va buhez?


Jonatan a lavaras da Zavid: Dre an AOTROU Doue Israel, e furchin va zad warc'hoazh war-dro d'an eur-mañ, pe goude warc'hoazh. Ha setu, mar bez tuet mat e-keñver David, ma ne gasan ket da'z kavout ha ma ne roan ket did da c'houzout,


David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.


An AOTROU en doa komzet ouzh Samuel un deiz a-raok ma teuas Saül, o lavarout:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos