2 Pêr 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha mar en deus diwallet Lot an den reizh, an hini a oa poaniet gant kundu euzhus an dud fall-se, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha mar hen deuz delivret Lot, an den just, pehini a oa glac’haret braz gant ar vuez diroll euz an dud iffam‐ze; |
Hag evel ma talee, an dud-se a grogas en e zorn. Kemer a rejont ivez dorn e wreg ha re e ziv verc'h, dre ma felle d'an AOTROU e espern. Degas a rejont anezhañ er-maez eus kêr.
Hast en em saveteiñ enni, rak ne c'hellan ober netra betek ma vi aet enni. Setu perak e voe anvet ar gêr-se Zoar.
Pa zistrujas Doue kêrioù ar blaenenn, Doue en doa soñj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hêrioù m'en doa chomet Lot enno.
O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emañ an dud a zo deuet ez ti en nozvezh-mañ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.
En abeg d'ar brofeded eo rannet va c'halon em c'hreiz, hag e kren va holl eskern. Bez' ez on evel un den mezv, evel un den trec'het gant ar gwin, en abeg d'an AOTROU hag en abeg da gomzoù e santelezh.
Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.
O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,
Kalz a heulio anezho en o hentoù fall, hag e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez abalamour dezho.
Re garet-mat, c’hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec’h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec’h da gouezhañ eus ho started.
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.