2 Pêr 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned gant ar c’houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) gant ar wiziegez an demperans; gant an demperans ar batianted; ha gant ar batianted ar biete; |
Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha gortoz anezhañ. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c'hoantoù.
An hini reizh a ya da get, ha den ne daol evezh; ar re vat a zo lamet kuit, ha den ne gompren ez eo dilamet an hini reizh dirak an droug.
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.
Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.
ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,
Pep den hag a glask gounid war ar re all a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit unan divreinus.
met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc’husted vras, er glac’haroù, er poanioù, en ankenioù,
kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,
o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.
en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizoù Doue, abalamour d’ho pasianted ha d’ho feiz en hoc’h holl heskinoù hag er c’hlac’haroù a c’houzañvit,
evit ar rouaned hag evit ar re holl a zo e kargoù uhel, evit ma c’hellimp ren ur vuhez peoc’hius ha sioul e pep doujañs-Doue hag e pep onestiz.
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n’en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,
o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.
Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue,
Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.
Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,
evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.
E c’halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c’hloar hag e vertuz.
O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec’h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,
Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.
Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c’hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c’hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.
Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c’hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec’h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n’int ket, hag ec’h eus kavet anezho gaouiat.