Diwar-benn oberioù an dud, hervez komz da vuzelloù, en em ziwallet on diouzh hent an den taer.
1 Yann 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a zo eus ar bed, dre-se e komzont hervez ar bed hag ar bed a selaou anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Int a zo euz ar bed, dre‐ze e komzont hervez ar bed, hag ar bed a zelaou anezhe. |
Diwar-benn oberioù an dud, hervez komz da vuzelloù, en em ziwallet on diouzh hent an den taer.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.
Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?
Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.
Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
Roet em eus dezho da c’her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.
An hini a zeu eus an nec’h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl,
Hag e lavaras dezho: C’hwi a zo eus an traoñ, me a zo eus an nec’h. C’hwi a zo eus ar bed-mañ, me n’on ket eus ar bed-mañ.
Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.