1 Yann 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Va bugaligou, diwallomp da garet dre gomz, ha divar beg hon teod, mes karomp dre hon oberou, hag en gwirionez. |
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.
Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.
met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.
o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.
Bugale vihan, ra ne douello den ac’hanoc’h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma’z eo e-unan reizh.
An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,