Absalom ne gomze na fall na mat ouzh Amnon, met Absalom a gasae Amnon dre m'en doa gwallet Tamar e c'hoar.
1 Yann 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c’hoazh bremañ en deñvalijenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An neb a lavar ema er sclerijen, hag hen deuz kâs ouz he vreur, a zo c’hoas breman en devalijen. |
Absalom ne gomze na fall na mat ouzh Amnon, met Absalom a gasae Amnon dre m'en doa gwallet Tamar e c'hoar.
N’anavezont ha ne glevont netra, kerzhout a reont en deñvalijenn, holl ziazezoù ar bed a zo brañsellet.
Ne gasai ket da vreur en da galon. Tamall a ri da nesañ ha ne zougi ket ur pec’hed abalamour dezhañ.
Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec’h dall, n’ho pefe ket a bec’hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec’hed a chom.
En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:
Met an hini n’emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac’haet en deus glanidigezh e bec’hedoù tremenet.
Mar lavaromp ez omp e kenunvaniezh gantañ ha ma kerzhomp en deñvalijenn, e lavaromp gaou ha ne heuliomp ket ar wirionez.
Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.
An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c’hourc’hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.
E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n’eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.
Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c’hellfe karout Doue na wel ket?