N’anavezont ha ne glevont netra, kerzhout a reont en deñvalijenn, holl ziazezoù ar bed a zo brañsellet.
1 Yann 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar lavaromp ez omp e kenunvaniezh gantañ ha ma kerzhomp en deñvalijenn, e lavaromp gaou ha ne heuliomp ket ar wirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar leveromp hon euz communion ganthan, ha mar baleomp en devalijen, e leveromp gaou, ha ne heulliomp ket ar wirionez. |
N’anavezont ha ne glevont netra, kerzhout a reont en deñvalijenn, holl ziazezoù ar bed a zo brañsellet.
Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, abalamour n’eus ket a sklêrijenn ennañ.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.
Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.
Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n’en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c’hello e salviñ?
ha mar lavar unan bennak ac’hanoc’h dezho: It e peoc’h, en em dommit ha debrit ho kwalc’h, ha ma ne rofec’h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c’horf, da betra e servije kement-se?
Met unan bennak a lavaro: Te ac’h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.
Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, e lakaomp anezhañ gaouiat hag e c’her n’emañ ket ennomp.
ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.
Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, en em douellomp hon-unan hag ar wirionez n’emañ ket ennomp.
An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c’hourc’hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.
Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c’hellfe karout Doue na wel ket?