Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
1 Yann 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e skrivomp deoc’h an traoù-mañ evit ma vo peurvat ho levenez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha ni a scriv an traou‐man deoc’h, evit ma vezo parfet ho joa. |
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet.
Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
An hini en deus ar wreg eo an ozhac’h. Met mignon an ozhac’h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac’h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.
n’eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d’ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.
hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.
Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.
Petra bennak ma em eus kalz a draoù da skrivañ deoc’h, ne fell ket din henn ober gant paper ha liv, met spi am eus ez in betek ennoc’h hag e komzimp genoù ouzh genoù, evit ma vo peurvat hol levenez.