1 Yann 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, e lakaomp anezhañ gaouiat hag e c’her n’emañ ket ennomp. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, e lekeomp anezhan da c’haouiad, hag he c’her n’ema ket enomp. |
Koulskoude e lavarez: Ya, didamall on! A-dra-sur, e tistroio e gounnar diouzhin. Setu ez an da varn ac'hanout war ar pezh a lavarez: Ne'm eus ket pec'het.
Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.
Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, en em douellomp hon-unan hag ar wirionez n’emañ ket ennomp.
Tadoù, skrivet em eus deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc’h dre ma’z oc’h kreñv, ma chom ger Doue ennoc’h ha ma hoc’h eus trec’het an hini drouk.
An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c’hourc’hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.
Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.
an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d’an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.