1 Samuel 7:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tistroe da Rama, rak eno e oa e di, hag eno e varne Israel, hag e savas eno un aoter d'an AOTROU . |
Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas al lec'h-se El-Betel, rak eno eo e oa Doue en em ziskouezet dezhañ pa dec'he dirak e vreur.
tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec'het he deus Gibea-Saül.
Hag ec'h azeze dindan palmezenn Debora etre Rama ha Betel e menez Efraim; mibien Israel a bigne d'he c'havout evit bezañ barnet.
Eno e savas Gedeon un aoter d'an AOTROU, hag e c'halvas anezhi: AOTROU a beoc'h. Emañ c'hoazh hiziv en Ofra, war diriad Abiezer.
Bez' e oa un den eus Ramataim-Zofim, eus menez Efraim, a oa e anv Elkana mab Jeroboam, mab Elihu, mab Tohu, mab Zuf, un Efratiad.
Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.
Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel.
Hag Elkana a yeas d'e di da Rama, met ar bugel a chomas e servij an AOTROU dirak Eli an aberzhour.
Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro.
Hag e respontjont dezho o lavarout: Setu-eñ amañ dirazout. Hast buan, rak hiziv eo deuet e kêr, dre ma ra ar bobl hiziv un aberzh war an uhellec'h.