Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, hag e tegasjont anezhi eus ti Abinadab a oa war ur grec'hienn. Uzza hag Akjo, mibien Abinadab, a rene ar c'harr nevez.
1 Samuel 6:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lakajont arc'h an AOTROU war ar c'harr, hag ur c'houfrig gant al logod aour ha skeudennoù o ruzderioù. |
Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, hag e tegasjont anezhi eus ti Abinadab a oa war ur grec'hienn. Uzza hag Akjo, mibien Abinadab, a rene ar c'harr nevez.
Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, o vont kuit eus ti Abinadab. Uzza hag Akjo a rene ar c'harr.
An AOTROU a skoio warnout gant goulioù an Ejipt, ruzderioù, gal, tagn, na c'helli ket pareañ anezho.
Hag an dud-mañ a reas evel-se. Kemer a rejont div vuoc'h a roe da zenañ, hag e stagjont anezho ouzh ar c'harr, hag e serrjont o re vihan er gêr.
Neuze ar buoc'hed a yeas eeun gant hent Bet-Shemesh, hag en em zalc'hjont atav war an hevelep hent, o kerzhout hag o vlejal, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz. Priñsed ar Filistined a yeas war o lerc'h betek harz Bet-Shemesh.
Hag e lavarjont: Peseurt aberzh a gablusted a raimp? Hag e respontjont: Hervez niver priñsed ar Filistined, pemp gwazrudez aour ha pemp logodenn aour, rak un hevelep gouli a zo bet warnoc'h holl ha war ho priñsed.