1 Samuel 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a roe keloù a respontas o lavarout: Israel en deus tec'het dirak ar Filistined, ha zoken ez eus bet ul lazhadeg vras e-touez ar bobl. Da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a zo marv ivez, hag arc'h Doue a zo bet tapet. |
Hag ar pezh a c'hoarvezo gant da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a servijo da arouez dit: mervel a raint o-daou d'an hevelep deiz.
Neuze an AOTROU a lavaras da Samuel: Setu ez an d'ober en Israel un dra na c'hello den klevout hep ma tinto e zivskouarn.
En deiz-se e rin a-enep Eli kement am eus lavaret diwar-benn e di, en ur zeraouiñ hag en ur echuiñ.
An den a lavaras eta da Eli: Dont a ran eus an emgann, hag ez on tec'het eus an emgann hiziv. Eli a lavaras: Petra eo c'hoarvezet, va mab?
Adal m'en doa komzet eus arc'h Doue, Eli a gouezhas en a-dreñv diwar e gador, e-kichen an nor, hag e torras e gilpenn, hag e varvas., rak un den kozh ha pouezus e oa. Barnet en doa Israel daou-ugent vloaz.