Samuel n'anaveze ket c'hoazh an AOTROU , ha komz an AOTROU ne oa ket bet c'hoazh diskuliet dezhañ.
1 Samuel 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel evit an deirvet gwech, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Eli a gomprenas e c'halve an AOTROU ar bugel. |
Samuel n'anaveze ket c'hoazh an AOTROU , ha komz an AOTROU ne oa ket bet c'hoazh diskuliet dezhañ.
Neuze Eli a lavaras: Kae da c'hourvez, ha mard out galvet, e lavari: Komz, AOTROU , da servijer a selaou. Samuel a yeas eta da gousket en e lec'h.