Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU , erruout a ran bremañ. Jozue a gouezhas war e zremm d'an douar, a stouas hag a lavaras: Petra a lavar va aotrou d'e servijer?
1 Samuel 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a zeuas hag en em zalc'has eno, hag e c'halvas evel bewech: Samuel, Samuel! Ha Samuel a lavaras: Komz, rak da servijer a selaou. |
Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU , erruout a ran bremañ. Jozue a gouezhas war e zremm d'an douar, a stouas hag a lavaras: Petra a lavar va aotrou d'e servijer?
He bremañ setu ar roue a gerzh a-raok deoc'h. Evidon-me, me a zo kozh, gwenn eo va fenn, ha setu, va mibien a zo ganeoc'h. Kerzhet em eus a-raok ac'hanoc'h adalek va yaouankiz betek hiziv.
Neuze an AOTROU a lavaras da Samuel: Setu ez an d'ober en Israel un dra na c'hello den klevout hep ma tinto e zivskouarn.
Samuel a chomas kousket betek ar mintin, hag e tigoras dorojoù ti an AOTROU . Samuel en doa aon da zisklêriañ ar weledigezh da Eli.
Hag an AOTROU a gendalc'he d'en em ziskouez e Silo, rak an AOTROU en em ziskulie da Samuel e Silo dre gomz an AOTROU .
An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel evit an deirvet gwech, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Eli a gomprenas e c'halve an AOTROU ar bugel.
Neuze Eli a lavaras: Kae da c'hourvez, ha mard out galvet, e lavari: Komz, AOTROU , da servijer a selaou. Samuel a yeas eta da gousket en e lec'h.