Ar rederien pignet war gezeg ha war vuled a hastas buan-tre war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn.
1 Samuel 21:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a lavaras da Akimelek: Ha ne'c'h eus ket dindan da zorn ur goaf pe ur c'hleze bennak? Rak ne'm eus ket kemeret va c'hleze na va armoù ganin, rak mall e oa ober gant afer ar roue. |
Ar rederien pignet war gezeg ha war vuled a hastas buan-tre war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn.
En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU , un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül.
An aberzhour a lavaras: Setu kleze Goliad ar Filistin, an hini ac'h eus lazhet e traonienn an dervenn; paket eo en un dilhad a-drek an efod, ma fell dit, kemer-eñ evidout, rak n'eus amañ hini all ebet nemet hemañ. David a lavaras: N'eus ket eveltañ, ro-eñ din.
David a lavaras da Abiatar: Soñjet em eus mat en deiz-se, pa oa Doeg an Edomad eno, na vankje ket da lavarout da Saül. Me a zo kiriek eus marv an holl dud-se eus tiegezh da dad.
Neuze Doeg an Edomad, an hini a oa penn servijerien Saül, a respontas o lavarout: Gwelet em eus mab Jese o tont da Nob da gavout Akimelek mab Akitub,