9 Neuze Doeg an Edomad, an hini a oa penn servijerien Saül, a respontas o lavarout: Gwelet em eus mab Jese o tont da Nob da gavout Akimelek mab Akitub,
Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier ne dec'ho ket.
Ar priñs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk.
C'hoazh un devezh-ehan e Nob, hag e savo e zorn a-enep menez merc'h Sion, a-enep krec'hienn Jeruzalem!
droukkomzerien a zo bet en da greiz evit skuilhañ gwad, tud eus da greiz o deus debret war ar menezioù, tud eus da greie o deus graet traoù euzhus,
Akija mab Akitub, breur Ikabod mab Fineaz, mab Eli, aberzhour an AOTROU e Silo, a zouge an efod. Ar bobl ne ouie ket e oa aet kuit Jonatan.