Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.
Neuze ar roue a gasas da c'hervel an aberzhour Akimelek mab Akitub hag holl diegezh e dad, an aberzhourien a oa e Nob. Hag e teujont holl da gavout ar roue.
Neuze Saül a lavaras dezhañ: Perak hoc'h eus iriennet a-enep din, te ha mab Jese, pa ec'h eus roet dezhañ bara hag ur c'hleze ha goulennet kuzul digant Doue evitañ, evit ma savfe a-enep din ha ma stegnfe pechoù din evel ma ra hiziv.
Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitañ? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.
David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.
David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.
Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.