1 Samuel 19:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a rin er-maez hag en em zalc'hin e-kichen va zad er park, e-lec'h ma vi, hag e komzin diwar da benn ouzh va zad, hag e welin petra a vo, hag e roin dit da c'houzout. |
Ha Jonatan a zisklêrias kement-mañ da Zavid o lavarout: Saül va zad a glask da lazhañ, bremañ eta laka evezh ouzhit betek ar mintin, chom a-du, kae da guzhat.
ra raio an AOTROU da Jonatan hervez an diwezhañ rustoni! Ha mar plij da'm zad ober droug dit, e roin ivez dit da c'houzout, hag ez lezin da vont, hag ez i e peoc'h, ha ra vo an AOTROU ganit evel m'eo bet gant va zad!
Jonatan a lavaras: Pell diouzhit ar soñj-se! Rak ma teufen da c'houzout en defe divizet va zad an droug diwar da benn, perak ne rofen ket dit da c'houzout?