N'it ket d'henn lavarout e Gad, n'henn disklêriit ket war leur-gêr Askelon, gant aon na vefe laouen merc'hed ar Filistined, gant aon na dridfe merc'hed an diamdroc'hidi.
1 Samuel 18:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag evel ma teuent, pa zistroe David eus an trec'h war ar Filistin, e teuas er-maez maouezed eus holl gêrioù Israel o kanañ hag o tañsal a-raok ar roue Saül, hag oc'h en em laouenaat gant taboulinoù ha gant binvioù. |
N'it ket d'henn lavarout e Gad, n'henn disklêriit ket war leur-gêr Askelon, gant aon na vefe laouen merc'hed ar Filistined, gant aon na dridfe merc'hed an diamdroc'hidi.
David hag holl di Israel a c'hoarie dirak Doue gant pep seurt binvioù koad siprez, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant sistroù ha gant simbalennoù.
Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.
Mari ar brofedez, c'hoar Aaron, a gemeras en he dorn un taboulinig, hag an holl verc'hed a yeas war he lerc'h gant taboulinigoù hag o tañsal.
Mari a responte dezho: Kanit d'an AOTROU rak uhel-meurbet eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag e varc'heger.
E pep lec'h ma tremeno ar wialenn, ha ma he lakaio an AOTROU da gouezhañ warnañ, e vo klevet an taboulinoù hag an telennoù; stourm a raio outañ gant e zorn astennet.
Hag e tistroas Jefte da Vizpa, d'e di, ha setu e verc'h a zeuas en arbenn dezhañ, gant taboulinoù ha dañsoù. Bez' e oa e vugel nemetañ, n'en doa na mab na merc'h all.
Ha David a yae er-maez hag a rae berzh dre an holl lec'hioù ma kase Saül anezhañ. Saül en lakaas da benn war an dud a vrezel, hag e plije d'an holl dud, zoken da servijerien Saül.