Moizez a respontas da Zoue: Piv on-me da vont da gavout Faraon ha da lakaat mibien Israel da vont kuit eus an Ejipt?
1 Samuel 16:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Samuel a lavaras: Penaos ez in? Saül a glevo, hag am lazho. An AOTROU a lavaras: Kemer a ri ganit un annoar, hag e lavari: Deuet on da aberzhiñ d'an AOTROU . |
Moizez a respontas da Zoue: Piv on-me da vont da gavout Faraon ha da lakaat mibien Israel da vont kuit eus an Ejipt?
Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
Hag e pedi Jese d'an aberzh, hag e roin dit da anavezout ar pezh az po d'ober, hag ec'h olevi evidon an hini a lavarin dit.
ha lavaret en deus: Mar plij, va lez da vont, rak bez' ez eus un aberzh-tiegezh e kêr, ha gourc'hemennet en deus din va breur en em gavout eno; bremañ eta, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ez in da welout va breudeur. En abeg da-se eo n'eo ket deuet ouzh taol ar roue.
Hag e respontjont dezho o lavarout: Setu-eñ amañ dirazout. Hast buan, rak hiziv eo deuet e kêr, dre ma ra ar bobl hiziv un aberzh war an uhellec'h.