1 Samuel 15:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül a lavaras d'ar g-Kenianed: It, en em dennit, diskennit a-greiz an Amalekited, gant aon n'ho tistrujfen ganto. Rak trugarezus oc'h bet e-keñver holl vibien Israel pa bignent eus an Ejipt. Hag ar Genianed en em dennas a-greiz an Amalekited. |
Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
Kerent ar skribed a oa o chom e Jabez a voe: an Diratiz, ar Shimeatiz, ar Sukatiz. Ar re-se a voe ar Genianed deuet eus Hamad tad tiegezh Rekab.
Bremañ selaou ouzh va mouezh: Me a alio ac'hanout, ha ra vo Doue ganit! Bez evit ar bobl dirak Doue ha kinnig an traoù da Zoue.
Holl re eus Israel a oa en-dro dezho a dec'has d'o c'hriadennoù, o lavarout: Gant aon na lonkfe an douar ac'hanomp!
E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.
Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.
Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n’en deus ket bet mezh eus va chadennoù,
Ar frouezh a c’hoantae da galon a zo pellaet diouzhit hag an holl draoù flour ha kaer a zo kollet evidout, a-vremañ n’o c’havi ken.
Mibien ar C'henian, tad-kaer Moizez, a bignas eus kêr ar palmez gant mibien Juda da c'houlec'h Juda a zo e kreisteiz Arad. Hag ez ejont hag e chomjont gant ar bobl.
Heber ar C'henian, unan eus mibien Hobab tad-kaer Moizez, o vezañ dispartiet digant ar Genianed, en devoa savet e deltennoù betek dervenn Zaanaim, e-kichen Kedesh.
Ra vo benniget e-touez ar gwragez Jael gwreg Heber ar C'henian, ra vo benniget e-touez ar gwragez a zo o chom en teltennoù.
Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed.
d'ar re a oa e Rakal, d'ar re a oa e kêrioù ar Jerakmeeliz, d'ar re a oa e kêrioù ar Genianed,