La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




1 Samuel 15:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.

Ver Capítulo



1 Samuel 15:3
20 Referencias Cruzadas  

Timna a voe adwreg da Elifaz mab Ezaü hag a c'hanas Amalek da Elifaz. Ar re-se eo mibien Ada gwreg Ezaü.


Hag e lavaras din: Piv out? Hag e respontis dezhañ: Me 'zo Amalekit.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Skriv kement-mañ evit eñvor el levr, ha ro da anavezout da Jozue penaos e lamin holl eñvor Amalek a-zindan an neñvoù.


ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,


Gwelout a reas Amalek, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: E-touez ar broadoù Amalaek eo an hini gentañ, met en dazont ez aio da goll.


Bremañ, lazhit pep paotr a-douez ar vugaligoù, ha lazhit pep maouez he deus anavezet un den en ur gousket gantañ,


Hag he c'hemeras gant he roue hag hec'h holl gêriadennoù, hag e skojont warno gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz an holl dud a oa enno, ha ne lezas den da dec'hout kuit; hag e reas da Zebir ha d'he roue evel m'en doa graet da Hebron hag evel m'en doa graet da Libna ha d'he roue.


Dastum a reas nerzh, hag e pilas Amalek, hag e tieubas Israel eus dorn ar re en gwaske.


An AOTROU en doa da gaset en hent en ur lavarout: Kae ha laka da verz ar bec'herien-se, an Amalekited, gra brezel dezho betek ma ez po distrujet anezho.


Met Saül hag ar bobl a espernas Agag hag ar re wellañ eus an deñved, eus an ejened, eus al loened lart, eus an oaned, ha kement a oa mat, ne fellas ket dezho o lakaat da verz. Ha nemet ar pezh a oa disprizus ha dister a voe lakaet da verz.


Hag e lakaas da lazhañ gant barvenn ar c'hleze e Nob, kêr an aberzhourien, ar wazed, ar maouezed, ar vugale, ar re a zene, an ejened, an ezen, hag an deñved.


Drastañ a rae David ar vro, ne leze da vevañ na gwaz na maouez, hag e kemere an deñved, an ejened, an ezen, ar c'hañvaled hag an dilhad, hag e tistroe hag e teue da gavout Akish.


David a skoas warno adalek gouloù-deiz betek abardaez an deiz war-lerc'h. Ne dec'has ket unan anezho, nemet pevar c'hant den yaouank a bignas war gañvaled hag a dec'has kuit.