1 Samuel 15:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 An AOTROU en doa da gaset en hent en ur lavarout: Kae ha laka da verz ar bec'herien-se, an Amalekited, gra brezel dezho betek ma ez po distrujet anezho.
Diwar-benn podoù-glaou-bev ar re o deus pec'het a-enep o eneoù, ra vo graet diouto laonennoù ledan evit goleiñ an aoter. Pa'z int bet kinniget dirak an AOTROU, santelaet int, hag e vint un arouez da vibien Israel.
Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.