Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.
Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.
Saül a lavaras da Samuel: Sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU , hag ez on aet dre an hent m'en deus va c'haset an AOTROU warnañ, degaset em eus Agag roue Amalek, hag em eus lakaet da verz an Amalekited.