Timna a voe adwreg da Elifaz mab Ezaü hag a c'hanas Amalek da Elifaz. Ar re-se eo mibien Ada gwreg Ezaü.
1 Samuel 15:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Degaset em eus da soñj din ar pezh en deus graet Amalek da Israel, penaos e harzas anezhañ war an hent pa bigne eus an Ejipt. |
Timna a voe adwreg da Elifaz mab Ezaü hag a c'hanas Amalek da Elifaz. Ar re-se eo mibien Ada gwreg Ezaü.
Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.
Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.
Gwelout a reas Amalek, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: E-touez ar broadoù Amalaek eo an hini gentañ, met en dazont ez aio da goll.