1 Samuel 15:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 Samuel a lavaras da Saül: An AOTROU en deus va c'haset da oleviñ ac'hanout evel roue war e bobl, war Israel. Bremañ eta selaou mouezh komzoù an AOTROU .
Elizea a lavaras: Selaouit komz an AOTROU: Evel-henn e komz an AOTROU: Warc'hoazh d'an eur-mañ, ur sea flour bleud a vo evit ur sikl, ha daou sea heiz evit ur sikl, e-tal dor Samaria.
Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?
Mar doujit an AOTROU , mar servijit anezhañ, mar sentit ouzh e vouezh, ma n'oc'h ket disent ouzh gourc'hemenn an AOTROU , neuze an AOTROU ho Toue a vo dirazoc'h, c'hwi hag ar roue a reno warnoc'h.
Neuze Samuel a lavaras da Saül: Graet ec'h eus follentez, ne'c'h eus ket miret ar gourc'hemenn en deus roet dit an AOTROU da Zoue. Rak an AOTROU en dije bremañ startaet da ren war Israel da viken.
Warc'hoazh d'an eur-mañ e kasin dit un den eus bro Benjamin, hag ec'h olevi anezhañ evit bezañ rener war va fobl Israel, hag eñ a zieubo va fobl eus dorn ar Filistined. Rak sellet em eus ouzh va fobl, rak deuet eo he garm betek ennon.