Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 7:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 7:2
33 Referencias Cruzadas  

Rak daoulagad Doue a zo war hentoù pep den, hag e sell ouzh e holl gammedoù.


En e galon e lavar: Ankounac'haat a ra Doue! Kuzhat a ra e zremm, n'en gwelo biken!


Na'z pez ket soñj eus pec'hedoù va yaouankiz nag eus va disentidigezh. Hervez da drugarez, az pez soñj ac'hanon, abalamour da'z madelezh, o AOTROU!


Komprenit eta kement-se, c'hwi ar re a ankounac'ha Doue, gant aon na rogfen ha na vefe den da zieubiñ.


Ar broadoù a zo kouezhet er poull o doa graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet.


Lakaet ec'h eus hon direizhder dirazout, hag hor pec'hedoù kuzhet dirak sklêrijenn da zremm.


An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.


AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.


Hini ebet ned a ennañ e-unan, den n'en deus anaoudegezh pe skiant evit lavarout: An hanter anezho am eus devet en tan, poazet em eus bara war ar glaou, rostet em eus kig hag e zebret em eus; daoust hag e rin un euzhusted gant an nemorant? Hag e stouin dirak un tamm koad?


An delenn, al lud, an daboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoù. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.


Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.


Rak va daoulagad a zo war o holl hentoù; n'int ket kuzhet ouzhin, hag o direizhder n'eo ket goloet a-zirak va daoulagad.


Pec'hed Juda a zo skrivet gant un engraver houarn, gant ur beg diamant. Merket eo war daol o c'halonoù ha war gerniel o aoterioù.


Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.


bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.


Da hent ha da oberoù o deus degaset an traoù-se dit, frouezh da zrougiezh eo. Kement-se a zo c'hwerv, ya, tizhout a ra betek da galon.


An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c'hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n'en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon?


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc'h eus degaset soñj eus ho tireizhder, en ur lakaat ho tisentidigezh en noazh, en ur tiskouez ho pec'hedoù en hoc'h holl oberoù, peogwir hoc'h eus bet soñj anezho, e viot tapet gant an dorn-mañ.


Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.


Hag e vo eus an aberzhour evel eus ar bobl: e gastizañ a rin evit e hentoù, hag e taskorin dezhañ hervez e oberoù.


Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.


En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoù.


An AOTROU en deus touet dre c'hloar Jakob: Biken n'ankounac'hain o holl oberoù!


Sav, kae da Ninive ar gêr vras, ha kri a-enep dezhi, rak o drougiezh a zo pignet betek ennon.


Ma ne rit ket evel-se, ho po pec'het a-enep an AOTROU, hag ho pec'hed a gavo ac'hanoc'h.


Met n’eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


Ma vijent fur, e komprenjent kement-mañ, hag e soñjjent er pezh a c'hoarvezo ganto d'an diwezh.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos