Kerkent ha ma klevas Akija trouz he zreid, evel ma'z ae dre an nor, e lavaras: Deus-tre, gwreg Jeroboam! Perak e rez van da vezañ unan all? Traoù diaes on karget da lavarout dit.
1 Samuel 15:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklêrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mañ. Hag e lavaras dezhañ: Komz! |
Kerkent ha ma klevas Akija trouz he zreid, evel ma'z ae dre an nor, e lavaras: Deus-tre, gwreg Jeroboam! Perak e rez van da vezañ unan all? Traoù diaes on karget da lavarout dit.
Ar roue a lavaras dezhañ: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?
Bremañ en em zalc'hit amañ, hag e varnin ac'hanoc'h dirak an AOTROU diwar-benn an holl vadoberoù en deus graet an AOTROU deoc'h ha d'ho tadoù.
Ha Saül a lavaras: Degaset o deus anezho digant an Amalekited, rak ar bobl he deus espernet ar re wellañ eus an deñved hag eus an ejened, evit o aberzhiñ d'an AOTROU da Zoue, hag an nemorant hon eus lakaet da verz.
Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?
Evel ma tiskennent da draoñ kêr Samuel a lavaras da Saül: Lavar d'ar mevel tremen a-raok deomp, hag e tremenas, ha te chom a-sav bremañ, ma rin dit klevout komz Doue.