Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue .
Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.
Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.
Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.
Ar roue Sedesia a gasas da gerc'hat ar profed Jeremiaz hag a reas dezhañ dont dirazañ d'an deirvet dor eus ti an AOTROU. Ar roue a lavaras da Jeremiaz: Un dra am eus da c'houlenn ouzhit, na guzh ouzhin netra!
Hiniennoù eus ar stolierien Yuzev a rede ar vro en em lakaas da c’hervel anv an Aotrou Jezuz war ar re a oa dalc’het gant an drouk-speredoù, o lavarout: Ni ho kourfed dre Jezuz a brezeg Paol.
En amzer-se, Jozue a douas o lavarout: Milliget ra vo dirak an AOTROU an den en em savo evit adober ar gêr-mañ, Jeriko. He diazez a lakaio diwar-goust e gentañ-ganet, hag he dorojoù diwar-goust e vab yaouankañ.
An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.