Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 14:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Kerkent ha ma klevas Akija trouz he zreid, evel ma'z ae dre an nor, e lavaras: Deus-tre, gwreg Jeroboam! Perak e rez van da vezañ unan all? Traoù diaes on karget da lavarout dit.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 14:6
25 Referencias Cruzadas  

Jeroboam a lavaras d'e wreg: Sav bremañ hag en em zic'hiz, ma ne vo ket gouezet ez out gwreg Jeroboam, ha kae da Silo. Eno emañ ar profed Akija, an hini en deus lavaret e vefen roue war ar bobl-mañ.


An AOTROU a lavaras da Akija: Setu, emañ gwreg Jeroboam o tont evit goulenn kuzul diganit diwar-benn he mab a zo klañv. Komz a ri outi evel-henn hag evel-se. Pa zeuio houmañ, e raio van da vezañ unan all.


Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel,


An den-mañ a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma ec'h eus lezet da vont eus da zaouarn an den am boa lakaet da verz, da vuhez a vo evit e vuhez ha da bobl evit e bobl.


Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!


Eñ a dap ar re fur en o gwidre, ha c'hoantoù ar re zrouk a zo diskaret,


An AOTROU a stlabe kuzul ar broadoù, hag a gas da netra menozioù ar pobloù.


N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.


Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ. Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklêrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mañ. Hag e lavaras dezhañ: Komz!


Samuel a lavaras da Saül: Ne zistroin ket ganit, rak taolet ec'h eus kuit komz an AOTROU hag an AOTROU en deus da daolet kuit evel roue war Israel.


Dre ma ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU , ha ne'c'h eus ket sevenet tan e gounnar a-enep Amalek, en abeg da gement-se e ra an AOTROU en doare-se ez keñver.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos