1 Samuel 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha pa vi aet ac'hane hag e vi pelloc'h, pa vi deuet betek dervenn an Tabor, en em gavi gant tri den o pignat war-zu Doue da Vetel, hag o tougen, unan anezho tri menn-gavr, unan all teir barenn, hag unan all ul lestrad gwin. |
hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.
Doue a lavaras da Jakob: Sav, pign da Vetel ha chom eno, gra eno un aoter d'an Doue en em ziskouezas dit pa dec'hes dirak Ezaü da vreur.
hag e savimp, hag e pignimp da Vetel, hag e raimp eno un aoter d'an Doue en deus respontet din da zeiz va enkrez hag a zo bet ganin e-pad va beaj.
Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.
Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.
ha gantañ un donezon a ziv dekvedenn a flour bleud mezet gant eoul, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, hag un evadkinnig eus ur c’hard hin gwin.
Mar kinnig ul loen bihan, par pe parez, evit aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e kinnigo unan disi.
Ouzhpenn ar gwestell e kinnigo ur prof bara goet gant e aberzh evit trugarekaat pe aberzh a drugarekadennoù.
hag eus Sarid e troe d'ar reter, war-zu ar sav-heol, etrezek harz Kislod-Tabor, hag ez ae da gavout Dabrad, hag e pigne da Jafia,
hag e stoke an harz ouzh Tabor, ha Shashazima, ha Bet-Shemesh, hag e tape o harz ar Jordan. Ar c'hêrioù-se: c'hwezek, gant o c'hêriadennoù.
Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ.
Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ.
Mibien Israel a c'houlennjont kuzul digant an AOTROU. Arc'h Emglev Doue a oa eno en deizioù-se,
Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhañ: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mañ: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon,
Neuze e lavaras da Zebak ha Zalmuna: Penaos e oa an dud hoc'h eus lazhet war an Tabor? Respont a rejont: Eveldout e oant, pep hini anezho a oa heñvel ouzh mab ur roue.
Hag e c'houlennint diganit ha mont a ra mat, hag e roint dit div varaenn a zegemeri eus o daouarn.