Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 19:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 hag e stoke an harz ouzh Tabor, ha Shashazima, ha Bet-Shemesh, hag e tape o harz ar Jordan. Ar c'hêrioù-se: c'hwezek, gant o c'hêriadennoù.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 19:22
14 Referencias Cruzadas  

mab Deker e Makaz, e Saalbim, e Bet-Shemesh, hag en Elon eus Bet-Hanan;


Da vibien Gershon, hervez o ziegezhioù, e voe roet trizek kêr, eus meuriad Isakar, eus meuriad Aser, eus meuriad Neftali, eus meuriad Manase e Basan.


Da vibien Merari, ar re a vane, e voe roet eus meuriad Zabulon, Rimmono gant he fabourzioù, Tabor gant he fabourzioù,


Dit eo an neñvoù, dit ivez eo an douar. Diazezet ec'h eus ar bed ha kement a zo ennañ.


Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù, evel an Tabor etre ar menezioù, hag evel ar C'harmel er mor, dont a raio.


hag eus Sarid e troe d'ar reter, war-zu ar sav-heol, etrezek harz Kislod-Tabor, hag ez ae da gavout Dabrad, hag e pigne da Jafia,


Remed, En-Gannim, En-Hadda, Bet-Pazez,


Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Isakar, hervez o ziegezhioù, ar c'hêrioù-se gant o c'hêriadennoù.


Jireon, Migdal-El, Horem, Bet-Anad, Bet-Shemesh. Ar c'hêrioù-se: naontek, gant o c'hêriadennoù.


Ain gant he douaroù, Juta gant he douaroù, Bet-Shemesh gant he douaroù, nav c'hêr diwar an daou veuriad-se;


Lavaret e voe da Sisera e oa pignet Barak mab Abinoam war Venez Tabor.


Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhañ: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mañ: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos