1 Samuel 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag evel-se e rae-eñ bep bloaz. Bep gwech ma pigne Anna da di an AOTROU , Penina a rae poan dezhi en hevelep doare. Hag Anna a ouele ha ne zebre netra. |
Va c'halon a zo bet skoet hag he deus disec'het evel ar geot, kement ma em eus ankounac'haet debriñ va bara.
e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.
Hag he c'hevezerez he glac'hare c'hwerv bras evit he fuloriñ, dre m'en doa serret an AOTROU he mammog.
Hag Elkana he gwaz a lavare dezhi: Anna, perak e ouelez? Perak ne zebrez ket? Perak eo trist da galon? Ha n'on ket gwelloc'h evidout eget dek mab?
Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.
E vamm a rae dezhañ ur vantell vihan a zegase dezhañ bep bloaz, pa bigne gant he gwaz evit kinnig an aberzh-bloaz.